Brezhoneg | Français | English
17025 sinadur evit sevel .bzh
www.pointbzh.com evit sevel un domani Breizh • Fellout a ra d'ar Vretoned o astenn Internet
 

Palioù

Perak ur .bzh

Sinit ar skrid-goulenn evit .bzh

An holl sinerion

Petra eo un astenn ?

Liammoù

Skrivit dimp

Perak mont da sevel .bzh

Ur skeudenn hep he far

Gant un astenn .bzh d’e lec'hienn Internet e lakaer skeudenn Breizh war-wel da gentañ penn. Tremen anavezet mat eo berradur Breizh, BZH, koulz e diabarzh hag ar vro hag en diavaez, a-drugarez d'an dud a laka anezhañ ouzh penn a-dreñv o gwetur.

Ur merk kreñv eus identelezh ar vro ar ar BZH na petra 'ta : skeudenn Breizh en hec'h aez, Breizh dinec'h ha lorc'h enni!

Ur benveg evit brudañ

N'eus ket par da .bzh stag ouzh lost e anv lec’hienn evit diskouez diouzhtu spered an embregezh, ar gevredigezh pe an hinienn a ra gantañ. Teir lizherenn leun a ster!

Un dibab ouzhpenn

.org, .com, .net, .fr, .eu ha .bzh a-raok pell! Alies eo bet tapet dija
an anv a venner reiñ d’e lec’hienn. Un nor digor gant .bzh eta… Ha gwelloc'h 'zo?

Piv a c'hallo ober gantañ?

Miret e vo .bzh evit al lec’hiennoù Internet a bled gant Breizh, he sevenadur hag/pe he yezh, ha pa vefent diazezet e Breizh pe e lec’h all. Miret a c'hallo bezañ gant strollegezhioù Breizh, an embregerezhioù, ar re 'zo dleet dezho (hag o devo ur prantad rekis evit disklêriañ o anv) ha goude-se gant an hiniennoù (ar re gentañ a vo servijet da gentañ, eno emañ ar reolenn). Dre ret e ranko al lec'hienn ober dave da Vreizh. Ne vo ket un astenn rannvro eta, met un astenn sevenadur evit yezh ha sevenadur Breizh!

Sinit ar skrid-goulenn

Ni, kumuniezhiad Internet Breizh, a c'houlenn digant an aozadurioù gall hag etrebroadel karget da reoliata astennoù an domanioù:
ma vo krouet an astenn .bzh evit Breizh!
Ni, Keodederion Breizh, a c'houlenn digant dilennidi Breizh:
sikour ac'hanomp da grouiñ ar .bzh!

Anv-familh *
Anv-bihan *
Kêr *
Micher *
Postel *
 

(* Ret eo an holl tachennoù)

Diwall: ma vez sinet ar skrid-goulenn ganeoc'h ec'h asantit e vo
skignet hoc'h anv, anv-bihan, kêr ha micher war ar genrouedad. N'eus
nemet "Geobreizh" a c'hall mont e darempred ganeoc'h dre bostel.

 


© 2006 Kevregigezh pikBZH • Pep gwir miret strizh


Webdesign: Mikael Bodlore-Penlaez . Troidigezhioù: Divi Kervella [Brezhoneg] - Jérôme Perrot [Saozneg]